Gast! e Festival Etregalaktek

affiche_intergalactique_2016Canal Ti Zef ‘neus pedet Gast! d’ar Festival Etregalaktek e Brest. Buheziñ a raimp un tabut goude skignadenn ar film Pussy have the power, istor stourm ur strollad punkezed.

Emgav e Brest d’ar Meurzh 4 a viz Here, a vo gouestlet da Stourmoù ar merc’hed er festival, da 6e30 noz !

grille-intergalactique-2016_a5_v5_fond2mmgrille

Ar film “Pa ‘mez c’hoant, ma ‘mez c’hoant”

visuel-quandjeveux

Galvet omp bet gant Nikolas Drouet, ken realisatour an teulfilm  Quand je veux, si je veux ! diwar benn an diforc’hañ (hag a deuio ‘maez e miz kerzu 2016)

Testennioù merc’hed a raio korf ar film. Diforc’het o deus, n’ho deus ket keuz ha fellout a ra dezho embann ar pezh o deus bevet. Reiñ da c’houzout an diaesterioù bevet ganto evit hen ober, skarzhañ an tabou sokial. Ober a reont kement-mañ evito o unan hag evit ar merc’hed a fello dezho selaou.

Er film e vo studiet ar stourm hollek: manifestadegoù merc’hed er straedoù deustalek ar bloavezh 71, emvodoù er skolioù meur, oberoù arouezius kaset da benn gant hiniennoù, stourmerezed disanv, hag o deux lakaet an traoù da fiñval.

  Ar stourm hiziv an deiz:

Klevet a rimp komzoù stourmerezed o labourat c’hoazh evit ma chomfe an diforc’han ur gwir hag a vefe bevet gant kondisionoù dereat ar muiañ posubl.

Emgav e miz Kerzu 2016!

2016, ne c’heller ket harzañ Gast!

Gast! a ya en-dro d’ar skol e 2016

Un toullad goulennoù hon oa resevet gant liseoù ha skolajoù ar vro c’hoant ganto lakaat ar gaoz war an ingalded er skol. Goude bezañ bet labouret start war an atalieroù hon eus kinniget anezho el lise Diwan e Karaez d’an 12 a viz Genver, d’an 10 a viz Meurzh ha d’an 10 a viz Mae. Distroioù mat-tre hon eus bet ha c’hoant hon eus kenderc’hel gant an hent-mañ !

http://lovelace-media.imgix.net/uploads/26/3ad34cb0-97f7-0131-4bbb-32a7e7a39379.gif?

Miz C’hwevrer 2016

  • d’ar 5, en deus skignet ar festival radio Longueur d’ondes un deulabadenn gouestlet da c’h/Gast! enrollet e-kerzh ar festival Clito’rik! gant Éloïse Plantrou, Au pays des Gast!

ic_large_w900h600q100_longueurdondes
aupaysdesgast

  • d’an 20, kenaozañ ar c’hentañ fest-noz direizh ha feminist e Sant-Riwal

skritell6-web

Meurzh 2016 :

  • d’ar 5, Dj set Nozvezh ar merc’hed e Ti-Fati e Kemper da geñver Devezh etrebroadel gwirioù ar merc’hed. Leun chouk e oa an ostaleri !
nuitdesfemmes-2 fati
  • d’an 8, nozvezh Sineminism en UZIN e Douarnenez

affichesaskiabd
29 a viz Ebrel 2016
, evit an eil gwech, he deus redet Gast! kilometr 69 ar Redadeg e… Sucé-sur-Erdre, e-kichen Naoned 🙂

redadeg2016
Miz Mae 2016

  • d’ar 14 e Kemper, o deus kejet Gast! ha kevredigezhioù all ouzh ar gevredigezh Ouest trans gant ar pal, kinnig lec’hioù eskemm ha sikour d’an dud dreuz e Bro Gerne. Da heuliañ !
  • d’ar 15, stand Gast! er festival Unissons nos cultures en Oriant

unissonsnoscultures

  • d’an 22, eo bet pedet Gast! e Loperc’het gant ar gevredigezh Canal Ti Zef eus Brest da ginnig ur skignadenn-tabut tro-dro d’ar berzhioù ouzh ar merc’hed

skritell_01

  • d’an 29, stand Gast! ha koazeadennoù diwar-benn an deskadurezh nann-revelour e Foar an emverañ e Kemper

11 a viz Even 2016, aozañ un emvod gant kevredigezhioù feminist Penn ar Bed e Ploneis. Ar pal, kejañ hag eskemm war hor skiant-prenet hag hor c’hoantoù. Deuet eo l’Abri Côtier eus Konk Kerne (kevredigezh sikour d’ar merc’hed tapet gant ar feulster priedel), Planning Familial Douarnenez, ar gevredigezh hilastaliñ evit ar baotred Thomas Boulou, Planning Familial Konk Kerne, Drôle de Genres Heureux ha Gast!