2016, ne c’heller ket harzañ Gast!

Gast! a ya en-dro d’ar skol e 2016

Un toullad goulennoù hon oa resevet gant liseoù ha skolajoù ar vro c’hoant ganto lakaat ar gaoz war an ingalded er skol. Goude bezañ bet labouret start war an atalieroù hon eus kinniget anezho el lise Diwan e Karaez d’an 12 a viz Genver, d’an 10 a viz Meurzh ha d’an 10 a viz Mae. Distroioù mat-tre hon eus bet ha c’hoant hon eus kenderc’hel gant an hent-mañ !

http://lovelace-media.imgix.net/uploads/26/3ad34cb0-97f7-0131-4bbb-32a7e7a39379.gif?

Miz C’hwevrer 2016

  • d’ar 5, en deus skignet ar festival radio Longueur d’ondes un deulabadenn gouestlet da c’h/Gast! enrollet e-kerzh ar festival Clito’rik! gant Éloïse Plantrou, Au pays des Gast!

ic_large_w900h600q100_longueurdondes
aupaysdesgast

  • d’an 20, kenaozañ ar c’hentañ fest-noz direizh ha feminist e Sant-Riwal

skritell6-web

Meurzh 2016 :

  • d’ar 5, Dj set Nozvezh ar merc’hed e Ti-Fati e Kemper da geñver Devezh etrebroadel gwirioù ar merc’hed. Leun chouk e oa an ostaleri !
nuitdesfemmes-2 fati
  • d’an 8, nozvezh Sineminism en UZIN e Douarnenez

affichesaskiabd
29 a viz Ebrel 2016
, evit an eil gwech, he deus redet Gast! kilometr 69 ar Redadeg e… Sucé-sur-Erdre, e-kichen Naoned 🙂

redadeg2016
Miz Mae 2016

  • d’ar 14 e Kemper, o deus kejet Gast! ha kevredigezhioù all ouzh ar gevredigezh Ouest trans gant ar pal, kinnig lec’hioù eskemm ha sikour d’an dud dreuz e Bro Gerne. Da heuliañ !
  • d’ar 15, stand Gast! er festival Unissons nos cultures en Oriant

unissonsnoscultures

  • d’an 22, eo bet pedet Gast! e Loperc’het gant ar gevredigezh Canal Ti Zef eus Brest da ginnig ur skignadenn-tabut tro-dro d’ar berzhioù ouzh ar merc’hed

skritell_01

  • d’an 29, stand Gast! ha koazeadennoù diwar-benn an deskadurezh nann-revelour e Foar an emverañ e Kemper

11 a viz Even 2016, aozañ un emvod gant kevredigezhioù feminist Penn ar Bed e Ploneis. Ar pal, kejañ hag eskemm war hor skiant-prenet hag hor c’hoantoù. Deuet eo l’Abri Côtier eus Konk Kerne (kevredigezh sikour d’ar merc’hed tapet gant ar feulster priedel), Planning Familial Douarnenez, ar gevredigezh hilastaliñ evit ar baotred Thomas Boulou, Planning Familial Konk Kerne, Drôle de Genres Heureux ha Gast!

2015, Gast! fonnusoc’h fonnusañ

Miz Genver 2015 : Staj en em zifenn e ti-feurm Trezulien e Douarnenez gant Niet, stummerez la Trousse à Outils eus Naoned. Dibenn-sizhun empowerment !telegramme-collectifgast copie

Miz Meurzh 2015 :

  • d’ar 7 da geñver Devezh etrebroadel gwirioù ar merc’hed e krog Gast! da viksañ gant un DJ Set kaset gant Dj Cam en ostaleri 1675 e Roazhon
  • d’an 11, skignadenn Clito, ce cher inconnu er Ruz Botoù e Kemper evit souten ar festival Clito’rik! o tostaat

3/4/5 a viz Ebrel 2015 : pennraktres Gast! ur festival feminist gouestlet d’ar blijadur ha d’ar reizh, Clito’rik!

clitorik-visuel7-light

Miz Even 2015 :

  • d’ar 7, stand ha serigrafiezh e Foar an emverañ e Kemper
  • pennad gouestlet da v/Morgane e Gast! e #brezhoneg.

gast#brezhoneg morgane 2015 07
28 a viz Eost 2015 : stand Gast! hag Ardecom e Alternatiba e Douarnenez

6 a viz Gwengolo 2015 : stand Gast! e liorzh an Eskopti e Kemper evit ar 716

13 a viz Gwengolo 2015 : prezegenn Lou war plas ar merc’hed er stourmoù e Breizh e skol-veur hañv Breizhistance

Miz Here 2015 :

  • krouidigezh ar strollad footing kevatalek er Meilhoù Glas e Kemper. M’ho peus c’hoant kemer perzh, deuit e darempred ganeomp !
  • d’an 13, aozañ sonadeg Petra Pied de Biche, Vice et Râlements Déviants ha Grâce et Volupté Vanvan er Ruz Botoù e Kemper
  • d’ar 25 en LUZIN e Douarnenez, digorlid an diskouezadeg Trans’istor gouestlet da v/Bea, gant Laure, Cécile ha Pierre.

 

2014, Gast! ‘ya war-raok !

25 a viz Genver 2014 : emvod evit kejañ ouzh stourmerezed Abri Côtier – Urgence Femmes hag atalier moull-livañ ha stoatañ en he/e sav er Ruz Botoù e Kemper

993829_404247279722111_95450881_n

Miz C’hwevrer 2014 :

  • Embann un trakt evit souten merc’hed broioù Spagn o stourm evit ar gwir da ziforc’hiñ visuel

trakt-ivg

  • Pennad gouestlet da c’h/Gast! er gelaouenn Bremañ visuel
  • Abadenn foto e Douarnenez, unan a vo implijet evit skeudennaouiñ skritell Clito’rik!

clitorik-visuel7-light

8 a viz Meurzh 2014 : manifestañ a reomp gant L’Cause e Brest hag e kejomp gant stourmerezed Planning Familial Brest

Miz Ebrel 2014 :

  • d’an 20, sonadeg souten punk e Leuc’han, atalier serigrafiezh hol logo war t-shirtoù
  • d’ar 24, pennad an Télégramme gouestlet d’ar strollad

pennad-gast-mini

Miz Mae 2014 :

  • d’ar 4, devezh penn-sardin :
    Stand ha divizoù e marc’had Douarnenez,
    Kejadenn gant stourmerezed Planning Familial Douarnenez heuliet ur piknik
    Atalier skarzhañ eoul er Roc’h Gwenn gant Émilie,
    Kejadenn gant Annaig Morvan,
    Stand ha divizoù e riboul Divyezh Douarnenez visuel

vidange2

  • d’ar 15, kinnig a ra France 3 ur reportaj gant Gast!
  • d’ar 24, redek a ra Gast! kilometr 69 ar Redadeg

fly-redadeg-rozbzhg

Miz Even 2014 :

  • d’an 20, nozvezh liesarzel (sonerezh, dañs, teatr) gant CRIC ha Paritito er Ruz Botoù e Kemper a vod 50 den
  • d’ar 25, skignadenn Vade retro Spermato er Run ar Puñs e Kastellin gant ar sevener Philippe Lignère hag e kenlabour gant Planning Familial Penn ar Bed. Penn kentañ hor c’henlabour gant ar sal eo. Dont a ra 70 den a gemer perzh goude en tabut gouestlet d’an hilastaliñ

fly definitif vade retro

14 a viz Eost 2014 : Piknik kinnig Gast! er Ruz Botoù e Kemper ha skignadenn La domination masculine gant Patrick Jean. Un daou-ugent den bennak a zeu.

5 a viz Gwengolo 2014 : emvod kentañ e MJC ar Sterenn e Tregunc evit kregiñ da labourat war ar festival Clito’rik!

10/11 a viz Here 2014 : Staj brezhoneg er vreserezh Tri Martolod e Konk Kerne gant 60 den hag ur priz bihan tout, 15€ dre zen evit an dibenn-sizhun hag ar boued.

12 a viz Du 2014 : skignadenn L’Ordre des Mots er Run ar Puñs e Kastellin e-pad Mizvezh an teulfilmoù, heuliet gant un eskemm gant Vincent Guillot, kengrouer an OII, organisation internationale des intersexes. An abadenn a vod 40 den, deuet a-wechoù eus pell.

skritell l'ordre des mots Gast!

2013, orinoù Gast!

Miz Gwengolo 2013 : emvodoù bihan kentañ

Miz Here 2013 : ganedigezh skritelloù Ar merc’hed a oar brezhoneg zo dañjerus a ra berzh dibaoe. Ma ‘z oc’h dedennet, deuit e darempred ganeomp !

Miz Du 2013 : emvodoù a-stroll kentañ, an anv kentañ, Gisti, a zeu da vezañ Gast! Ne ouezomp ket pelec’h kregiñ gant ar stourm, lenn hag eskemm a reomp kalz.

Miz Kerzu 2013 : an emvodoù a zeu ingal, divyezhek ha kemmesk omp. Krouiñ a ra Camille liketennoù bier feminist e kenlabour gant Tri Martolod.

bier