Clito’rik! #2

Ken laouen omp bet gant Clito’rik #1 hon eus divizet kenderc’hel gant ar festival bep daou vloaz asambles gant MJC ar Sterenn e Tregunc. Gant ar memes pal : kizidikaat eus an ingalded merc’hed/paotred ha ledanoc’h eus an ingalded etre an holl !

Mont a raimp donoc’h gant tem ar blijadur hag ar reizh gant 10 devezh preder, kejadennoù, atalieroù, prezegennoù, skignadennoù, hag all e Penn ar Bed.

Adalek ar 7 a viz Ebrel ha betek ar 17 ‘vo an eil festival.
Teir lodenn e lec’hioù disheñvel :
7, 8 ha 9 a viz Ebrel e MJC Tregunc
Liesseurt ‘vo ar programmadur en MJC gant atalieroù, skignadennoù filmoù, teulfilmoù hag abadennoù radio, diskouezadegoù, kejadennoù hag eskemmoù ;

10, 11, 12 ha 13 a viz Ebrel er Run ar Puñs e Kastellin
E Kastellin e vo aozet an atalieroù hir a ne c’hellint ket bezañ kinniget e-kerzh an dibenn-sizhun (en em zifenn ha kenasañtiñ dreist-holl). Heuliet e vo  skignadennoù ar Run ar Puñs gant tabutoù asambles gant ar sevenerien.

14, 15 ha 16 a viz Ebrel e Brest
Ar sonerezh a vo un dra nevez e festival Clito’rik! Kêr Vrest a zegemero ar sonadegoù en he salioù arvest, niverus a-hont. Ouzhpenn e vo kinniget prezegennoù, diskouezadegoù hag atalieroù.

Setu, ‘peus ket ‘met tapout ho agenda !

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.