Piv eo Gast ?

Ur strollad gwregelour, kemmesk ha divyezhek (brezhoneg/galleg) eo Gast!*. Krouet eo bet e miz Du 2013 e Bro Gerne.

Gwregelouriezh, petra ‘dalv evidomp ?

 ur stourm a zegemer an holl dud,
ur stourm a denno an holl gounid anezhañ,
ul lusk politikel ha sokial o klask terriñ reolad ar jener,
ur stourm evit ingalded an holl,
ur stourm oc’h embann n’eo ket gounezet c’hoazh an ingalded,
ur stourm evit ar gwir dieub ha dizañjer da ziforc’hiñ
ur stourm evit ar gwir d’en em savelañ hon-unan,
ur stourm evit an ingalded el labour,

evidomp, n’eo ket :
ur stourm a-enep ar baotred,
ur stourm evit ar merc’hed hepken,
ul lusk o tispellaat tud zo,

met ur stourm evit frankiz an holl eo.

Stourm a reomp evit ingalded an holl hag a-enep ar gwask en hon obererezhioù hag en ur brederiañ war hor privilajoù. Evidomp emañ ar stourmoù gwregelour perzh eus ur stourm ledanoc’h a-enep an holl waskoù (a renk sokial, kapitalour, faskour, gouennelour, relijiel…) ha dreis-holl ar re liammet gant ar jener hag an heñcherezh reizhel.

Peogwir omp re alies barnet war ar pezh zo en hor bragoù !!!

Met petra a reomp e-gwir ?

klikit warnon evit dizoloiñ ar pezh a reomp

http://2.bp.blogspot.com/-7vQv79u0b6I/VfW78qsekfI/AAAAAAAAD94/EZfNBQzEQpA/s1600/tumblr_nhudh27WfN1r11mnmo1_500.gif

Digor omp da bep hini hag evit ar re o defe c’hoant reiñ arc’hant d’ar stourm : dre amañ !

*Perak an anv Gast! ?

Gast : Anv brezhonek benel, orin dianav hervezh geriadur etimologel ar brezhoneg.
Dont a ra eus ar verb latin putere a dalv flaeriañ.

Anavezout hor strollad Gast! a dalv :

  • adperc’hennañ ur gunujenn revelour ha cheñch penn d’ar vazh
  • gervel an holl war revelouriezh ar yezh hag ar gevredigezh a-bezh

Comments are closed